PIV OMP-NI ?
Petra eo ur Greizenn Displegiñ ar Savouriezh hag ar Glad (KDSG) ?
Ur greizenn displegiñ ar savouriezh hag ar glad zo un aveadur sevenadurel nes hag a zo e bal kizidikaat, titouriñ ha stummiñ razh an dud a-fet ar savouriezh hag a-fet ar glad. Digoust eo monet e-barzh.
Ur c’hKDSG n'eo ket ur mirdi, n'eus diskouezet dastumad erbet enni.
Ur greizenn displegiñ zo ur benveg hanterouriñ, empentet da gentañ evit ma c’hellehe razh an dud gwelet ha gober get ar pezh a zo kinniget enni.
Evel-se e kavehet a bep seurt ostilhoù a-hed hentad ho kweladenn : kartennoù etreoberiat, filmoù ha skeudennoù bannet, tresoù, maketennoù trimentek, raktresoù kêraoziñ, ha me 'oar-me. Gete e c'hellehet dielfenniñ ha kompren gwelloc’h istor glad ha savouriezh ar vro.
Evit an annezidi hag evit an douristed emañ ur lec’h ag ar choaz, ma c’hellont gouiet muioc’h a-zivout ar raktresoù àr ar stern ha kompren penaos he deus cheñchet ar gêr a-fet ar savouriezh. Ostilhoù zo oc’hpenn se, d’he anavout gwelloc’h ha da gavet e hent eno.
Alc’hwezioù a zegas an hentad : gete e vo aesoc’h goude se monet da welet lec'hioù sevenadurel arall er vro.
Un diskouezadeg pad, unan verrbad hag ur sal bedagogel a zo en ur c’hKDSG dalc’hmat.
Àr ar renk evit ar label « Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor » (KBAI)
Get Ministrerezh ar Sevenadur hag ar C'hehentiñ e vez roet ar label KBAI. E 1985 e voe krouet. Lakaat a ra àr wel tiriadoù, kumunioù pe tolpadoù-kêrioù hag a ra traoù evit anavout, mirout ha brudiñ o glad, abalamour ma oar ar strollegezhioù-se peger pouezus eo e vehe kizidik ha tomm ar boblañs doc'h savouriezh ha glad he bro.
Ar pezh anvet glad amañ n’eo ket strizh e dalvoudegezh tamm erbet, peogwir e c’hell bout ar savadurioù, an natur, an industriezhioù, pe c’hoazh an eñvorioù.
A-c'houde 1990 emañ anavet Gwened evel « Kêr Arz hag Istor ».
Hiziv e laka Mor Bihan – Gwened Tolpad poan ha soursi evit astenn tachenn ar label-se d'e diriad a-bezh. Da 34 c’humun enta e veajehet e Limur, dre-greiz pinvidigezh o savouriezh hag o glad.
Buhezek eo ar weladenn, get danvezioù liesseurt ha get ostilhoù aes gober gete. Evel-se e c’hellehet gober anavedigezh (a-nevez) get savadurioù brav-eston, ha goude se ho po c’hoant da vonet d'o gwelet er c’hornad-bro, sur eo ha n’eo ket marse !
Evit gouiet muioc'h : https://www.culture.gouv.fr/Aides-demarches/Protections-labels-et-appellations/Label-Ville-et-Pays-d-art-et-d-histoire
An Ostel Limur: ur lec'h anat evit degemer ar c’hKDSG
Un ostel prevez ag ar re gaerañ eo an Ostel Limur, savet er XVIIvet kantved evit Raymond Le Doulx, chaloni e iliz-veur Gwened. Emañ àr roll ar Monumantoù Istorel a-c’houde 1993. E kreizig-kreiz Gwened emañ. Ur lec’h ag an dibab eo enta : anat e oa staliiñ ennañ an aveadur sevenadurel nevez-se gouestlet àr un dro d'ar savouriezh ha da glad ar c’hornad-bro.
Gouiet muioc'h a-zivout an Ostel Limur dre amañ
Renabl a-stroll glad ar savadurioù
Oc'hpenn emstriviñ evit ar label Bro Arz hag Istor en deus graet Mor Bihan – Gwened Tolpad : glad ar savadurioù e oa komañset da renabliñ e dibenn ar blez 2020.
A-drugarez 120 den a-youl vat eo bet kaset ar labour da benn vat. Un difrae perzhiiñ eo hag a zo kenurzhiet get an tolpad-kêrioù, asambl get Rannvro Breizh.
Evit gouiet muioc'h : https://www.golfedumorbihan-vannesagglomeration.bzh/pays-dart-et-dhistoire